Neptune Hippius ha roue Marc'h e zivskouarn marc'h - HAL Accéder directement au contenu
Article dans une revue Hor Yezh Année : 2007

Neptune Hippius ha roue Marc'h e zivskouarn marc'h

Résumé

Enskrivadur Douarnenez gouestlet d'an doue Neptune Hippius a verk, marteze a-walc'h, un azeulerezh-bro bet romanekaet da vare ma oa bet diorret produerezh ar garum gant ar Romaned. Neptune Hippius eo ar stumm galian-ha-roman eus doue keltiek ar mor, manet roudoù anezhañ e mojennoù Breizh-Izel, Kembre hag Iwerzhon, dindan tudennoù evel ar roue Marc'h, Konveur, March mab Meirchiawn ha Labraid Loingsech. Holl anezhe zo bet staget oute kontadenn-skouer AT 782 : roue e verkoù loen, da lavaret eo roue e zivskouarn marc'h, ur merk loen dibar d'ar broioù keltiek. Tostaat a c'heller an tudennoù-se, mojennel pe mojenneloc'h, ouzh doueed keltiek ar mor hag an doureier evel Nechtan, Manannan, Manawyddan ha Maponos/Mabon. Gellout a reer lakaat keñver-ha-keñver ivez an doueed keltiek-se ha doueed indezeuropat all evel Neptune, Poseidon hag Apam Napãt.
Fichier principal
Vignette du fichier
Neptune_Hippius_ha_roue_Marc_h_e_zivskouarn_marc_h.pdf ( 147.66 Ko ) Télécharger
Origine : Fichiers produits par l'(les) auteur(s)
Loading...

Dates et versions

halshs-00612948, version 1 (01-08-2011)

Identifiants

  • HAL Id : halshs-00612948 , version 1

Citer

Patrice Marquand. Neptune Hippius ha roue Marc'h e zivskouarn marc'h. Hor Yezh, 2007, 251, pp.3-17. ⟨halshs-00612948⟩
242 Consultations
153 Téléchargements
Dernière date de mise à jour le 20/04/2024
comment ces indicateurs sont-ils produits

Partager

Gmail Facebook Twitter LinkedIn Plus